Le roman de Ponthus et Sidoine

Pontus hag e lez dic'hizet e tud gouez da-geñver eured Sidonia ha Guenelet
Skeudenn en ur skrid bet savet evit
Marguerite de Savoie (1420-1479), war-dro 1475
(Heidelberg, CPG 142, fol. 122 recto).

Le roman de Ponthus et Sidoine zo ur romant bet skrivet e galleg ar Grennamzer, war-dro 1390-1405, gant Geoffroi IV de la Tour-Landry († 1406) pe gant unan eus e gerent.
Pontus, mab roue Galiza, a gar Sidonia, merc'h roue Breizh ; da izili an tiegezh La Tour-Landry e roer kred evit an istor-se abalamour ma ra dave da hendadoù an tiegezh o tiskenn eus lez ar mael Pontus, ha m'en devoa an tiegezh madoù e Breizh.
War ur skrid gwerzaouet angl-ha-norman koshoc'h anvet Horn et Rimenhild[1] (war-dro 1180) eo diazezet ar skrid gallek Le roman de Ponthus et Sidoine.

  1. Horn et Rimenhild : recueil de ce qui reste des poèmes relatifs à leurs aventures composées en françois, en anglois et en écossois

Developed by StudentB